Kaojou brezhoneg

Ur blog war brezhoneg Kreis-Breizh ga Jean Lecoulant

Me meus komañset ga’n droc’héres vihan

Sed amañ un trañskripsïon doc’h un añrejistramant meus gwraet ba’r blaiezh 2015 ga G., bet ganet ba Kleden ba’r blaiezh 1942. Mersi bras laron da Gurvan Lozac’h ‘vid bi kondüet ar hross deus an tamm kaos. Michañs blijo doc’h !

Voilà, voilà ! Pet(r)a vank doc’h da larign doc’h, Jean ?

Oh beñ, ar wech diveo pa c’hoant dé gaoseo deus, deus, deus an est.

An eost ?

Ya

An eost, e beñ, an eost vis(e) gwraet, me meus komañs(et) ga’n droc’héres bihen.

Ya

Ga kerseg ! Ga dow jô

– Med un difer’s zo etre ar bateûs hag an droc’héres pe memes-mod é ?

Ah nann, an droc’héres…

– Euh, an dornéres !

An dornéres ya, med an dornéres boñ vis(e) daw troc’h(añ) ar gwinizh ha an eost raog ha vis(e) troc’h(et) an eost ga’n droc’héres ha gwraet horzennou. Ha vis(e) dow pe tri war-lerc’h an droc’héres, ale hop ! Ha vis(e) gwraet un horzenn, un horzenn ga ur, ga, ga ur jewr-plous. Top ! Ha goud(e)-se vis(e) sa’et ar re-s(e) (a)n eil doc’h egil(e) ba, ur savilenn vise gwraet doc’h an dra-se e brezhoneg. Vis(e) ba’r, vis(e), vïe lak(et)-hè renket ba’r park. Ha goud(e)-se neu’n, pé vis(e) disec’het ar foñs deus, deus, deus an horzenn, un neub(eud) devejou, pe(va)r, pemp, c’hwec’h teiezh war-lerc’h vis(e) despugnet ga’r c’harr ha digass(et) ba’r leur neu’n.

– Ga pet(r)a vije lastet ?

Ga pet(r)a vis(e) ?

– Lasset

E beñ ur jerr-plous ga, ga…

– Ga ur jerr-plous ?

Ya, ya, tapèc’h ur, un tamm dornad kwa heñ, reec’h ur jerr gantoñ, ale hop, basseèc’h ‘naoñ ‘tre, ‘tre, zindan an horzenn. Klouk ! Ah et voilà !

– Ha skloumet ar mo(d)-s(e)

Skloumet naoñ, ouais. Ha goud(e)-se vïe lak(et)-hè ba ur savilenn kwa. Vïe lak(et) c’hwec’h, c’hwec’h horzenn a-peu-prè d’o(be)r ur savilenn ha vis(e) kontinuet ar mo(d)-s(e) lessès pas ‘tree ha vis(e) lesset a-peu-prè pemp-pe(va)r, pemp-c’hwec’h teiezh ar mo(d)-s(e) ken vis(e) disec’het ar, ar yeot glas ba’r foñs kwa heñ. Ha goud(e)-se vis(e) digasset d’ar gêr, ba’r leur. Ha vis(e) gwraet ur voudenn neu’n gate. Ur voudenn-gwinizh, kerc’h, hei pe diw voudenn gwinizh ‘vel vis(e) kwa heñ. Ha goud(e)-se neu’n vis(e) go(r)teiet ken tàè ar bateûs. Eizh teiezh, deg teiezh

– Vij(e) ket dispaket war ar leur kwa, ar plous ?

Ar plous ?

– Ya

Ba’r leur

– Wa’r leur, ya

Ah nañ-nañ-nann, ar re-he vé, ah nann…

– Lesket vije ba’r, ‘vel vé…

Oh, ba’n horzenn !

– Ba’n horzenn

Oh ya-ya, gast, ya, (e)n horzennou vise gwraet ar voudenn kwa heñ. Ront, ‘vel un toupie ah(e) gi-s(e) a-peu-prè. Ha n’ee ket dour barzh heñ. (A)n añsianed ouïè ‘h o(be)r an dra-se mad-tre. N’ee ket an dour ba’r, ba’r, ba’r voudenn heñ. Ha ‘benn tàè ar bateûs, ale vïe lak(et) ar bateûs kreis (e)tre ar boudennou. Ha traou ba’r bateûs ! Dow pe dri vis(e) wa’r voudenn. Goud(e)-se vis(e) un’ ‘troc’h(añ) ar c’hewr. Un’ ’tispak(añ) un tamm, un’ heñi-ell, dougoudougoudoug ha traou barzh ! Ha pep-hañi na e… Ha goud(e)-se neu’n, pé vis(e) lak(et) ur c’horn(a)d-putun. Of, beb eur a-peu-prè, vis(e) gwraet ur c’horn(a)d-putun, vije chañch(et) post neu’n. Hag ainsi de suite ha vis(e) derc’het ar mo(d)-s(e) med ba, ba un deiezh dornad. Vis(e) gwraet kalz labour d’ar mar(e)-s(e) heñ ! Pass ken vounnus ga’r moassoneûs memes-tra, ser(te)namant. Med boñ…

– Ha pelec’h vije laket goud(e)-se ? Pé vije passêt ba’r bateûs ?

Ah beñ, goud(e)-se neu’n ba’r bateûs, ar plous ‘h ee dre ar penn pell deus ar bateûs kwa heñ. Ha vis(e), beñ ah(e) vis(e) un’ ba, pe dow ba penn ar bateûs ‘ho(be)r ur vorc’had-plous. Ale hop ! Ga ur vorc’h dow bis bras ar mo(d)-s(e), vis(e) tap(et) ur mell vorc’had-plous ha gwraet ur bern-plous ar mo(d)-s(e). Ha vis(e) berniet ar plous ba’r bern kwa heñ.

Med ba un hañgar oa pe ba’r maes ?

Maes. Maes ya. Ouais ! Ha vis(e) dow, dow kontuni wa’r bern-plous, vis(e) gwraet ur mell bern-plous, wechou dow bern-plous. An dra-s(e) oa deus ar mod, deus ar pezh oa d’o(be)r kwa heñ.

Hag ar greun neuhen, goud(e)-se ?

Ah, ar greun ‘h ee ba’r sac’h heñ, ha vis(e) kasset d’ar grign(er).

D’ar pe-lec’h ?

D’ar grign(er), d’ar…

Grign(er)

D’ar grign(er), ya. Oa ket siloïou d’ar mar(e)-s(e) heñ. Mé dad gassè un tamm hag e, gassè d’ar vagajin. Oh, dow pe tri mil gwinizh, pezh vis(e) re kwa heñ, vis(e) kass(et) gwerzh(et) d’ar c’hoperativ. Ar c’herc’h vis(e) derc’h(et) ser(te)namant. Da vag(añ) ar marc’h, hag ar moc’h ! Hag ar saout ! Ar saout-lard vis(e) ràet bleud-kerc’h dê ha mélange kerc’h ha hei kwa, kontuni.

Med vij(e) ket gwraet (ne)med saout-laezh d’ar mar(e)-s(e) ?

Ya

Saout-kig

Oh yow, saout-kig, oh si, oh yow, saout-kig vis(e) gwraet ‘e.

Ah ya

Vis(e) mag(et) ga betrabes hag un tamm bleud war’nê ha voenn kwa heñ. Ar mo(d)-s(e) vis(e) mad, bio !

Bitrabes kwa heñ

Bah ya ! Oa ket…

Med n’oun ket sur, med ma klêt ur wech lar brem(añ) ga’r bio n’eus ket droad dé roiñ bitrabes d’ar saout.

Oh beñ, pass kont(o) doc’h ar bio brem(añ) heñ, nann. Ar bio zo voien d’o(be)r n’ounn ket pet(r)a deuhoutoñ med boñ. Toud an traou vé gwraet bio deuhoute ha, an hano zo med gouïed hag-eñw é bio, an dra-s(e) ouiï ket gwech e-bed.

Pet(r)a zo dreñw ?

Pff nann, nañ-nann

Ha kaol-irvin vis(e) ràet d’ar saout ‘è

Ya, med neubeutoc’h heñ

Kaol-chounaï ha treou ar mo(d)-se ‘e neu’n

Ya, med boñ, neubeud tre heñ. Me, me meus ket anêt an dra-s(e) keme(nt)-s(e) ‘hanon heñ. Med gouïed (a) ranw lar so bet un amzer ha vis(e) rekolt(et) toud ar c’haol dé reiñ d’ar saout da… Ba-lec’h oa ket kalz pature ba’n hañw kwa heñ. Ar c’haol-petrabes, ar c’haol-chounaï. Gwel a ret ar re-s(e) vis(e) ràet dê ba mis-est kwa heñ. ‘Benn neu’n vis(e) deuet vich(e) ket kalz pature kin. Pigur d’ar mar(e)-s(e) oa sec’hoc’h an hañw ‘vid vé brem(añ), sete…

Ha vije kutuilhet just a-walc’h

Bah voilà ! Med an irvin, vich(e) ket, an irvin vis(e) ba, brem(añ), ba michenn-gol(o) kwa heñ. An irvin bad ket pell, petram ma veign ket ràet-hè dê vounnus vreignè-hè kwa heñ. Seto vé daw mond, vounnus walc’h ga’n irvin. Pass le(añ) ‘nê re-bell. Ma tà skorn war’nê, ‘magn torpilhet. Ma tà re glaw beñ gouev-hè o-hun’ ha vreign. Sete ba michenn-gol(o) euh, “20 septembre – 20 octobre“.

Ur mis kwa

War-lerc’h dalv ket ar boan doc’h essei(añ) derc’h(en) irvin kin, ‘benn neu’n ‘magn ba’r, ba’r bed-ell ‘vel vé lar(e)t ‘e !


Ober un evezhiadenn

Design a site like this with WordPress.com
Get started