Sed amañ un trañskripsïon doc’h un añrejistramant meus gwraet ba’r blaiezh 2019 ga T. (Doue d’i bardono), bet ganet ba Motrew ba’r blaiezh 1946, hag i wreg Y., deus Prevêl (Bro ar C’hap). Michañs blijo doc’h !
Oui, ha hend-ell vis(e) an dornadej(ou) heñ, ‘benn vis(e) dorn(et)
Oh ma Doue ‘ta, an dra-he va labour ! Ha poucher !
Pé vis(e) dorn(et)… Ya !
Oh, ma Salver !
Ha vis(e) ur bern tud en-dro d’ar bateûs heñ. Vis(e) ur bern tud. Ar moussou ‘vel me vis(e) lak(et) en-dro d’ar, d’ar pell, d’ar pell. Ba’r poussière quoi !
– Ya, med ar poussière-te na ket un hano, peus ket bet kleet lared
Poucher, poucher
– Poucher ?Ya, med huchenn ?
Huchenn ! Ba’n huchenn
– Ya, ba’n huchenn
Et ben voilà, ohlala, ça revient comme ça hein
Tu vois, c’est bénéfique hein !
– Huchenn
Huchenn, ya, zo
Pa vé saout a vé gwraet an amann ha vé troet (???) an dïenn ga’n écrêmeuse hag e vé gwraet an amann
– Ah ya, ha peus ket bet gwelet ‘h ôr ga’r ribod ?
Ya !
– Ga’r ribod
Yow, ga’r riboud, ya
Comment disait ma grand-mère ? Sant-Yann, kass ma dïenn da amann / Ober un’ da Sant-Per / Ober un’ da Sant-Paol da lakaad war i daol / Ober un’ da Sant-Reun hag un’-all din ma-un’
Oh ya !
Heñ !
– C’hwi oar rimodellou ?
Ya !
Rimodellou, ya !
Ya, ya-ya-ya-ya. Ur lewr-rimodellou a-meus en ur lec’h bennag
– Ah ya
Ya-ya. Ya. Oh med ma mamm-gozh a va, n’ouzon ket eee, hi yee alïes t’an ilis. Hag ar c’hantikou brezhoneg a gane domp. Ha me meus desket an dra-he ‘chilow ‘nehi. Ya, med…
Am(añ) zo ur plac’h ba kêr amañ ha houzh oa ‘telc’h(en) feurm gwech-ell. Ha oa ur marc’hadour-amann doc’h Rosporden. Heñ basseè ah(e) gis-s(e), me gav tin ur wech ar su’n. Ur wech ar su’n basseè-heñw
D’ar gwener vé gwraet ‘n amann
Despugn amann wa’r, wa’r maes. ‘Vid, ouïon ket pet(r)a, ouïon ket pet(r)a ree-heñw ga’n dra-he. Ha houmañ, e beñ boahè ur chounavïenn, ur chounavïenn ha lakè-hi ar chounavïenn entour ga amann. Ar mod-se werzhè-hi ar chounavïenn poazh, poahañ a ree-hi ar chounavïenne heñ. Ar chounavïenn poazh werzhè-hi ba’r memes pris ga’n amann. Ya, med, ‘benn ar fin, hemañ na gouïet. Pé noa bet-heñw, na troc’h(et)-heñw ar, ar bern amann ga ur goutell vras… Ha na ka’t-heñw na fautif !
E ya
Ha na lar(e)t-heñw dehi : « Brem(añ), gimerin ket kin hoc’h amann »
Nañ-nañ-nann, kollet toud !
Ya
– Bah, ‘n dra-he zo…
Koll(et) he koan !
Ya, ha war-lerc’h neu’n, pegur basseè-heñw er, en ti zo raog ar c’hanèl ba’n traoñ ah(e), ba’n tu-dihou. Ah(e) gis-s(e) oa, pider pe bemp verc’h oa ah(e) gis-s(e) ‘e. Eee, houzh ràe amann d’ar, d’ar marc’hadour ‘e kwa. Houm(añ)-all gassè hec’h amann d’an traoñ !
Apala !
Ya, begur oa refuset kimer hec’h amann ga hi. Med houzh na kontinuet ahe !
Oh, ma Doue ‘ta !
– Med bi oa tud ha’ ree troiou-lou(a)rn heñ gwech-ell !
Troiou-lou(a)rn ! Re-wir, ya ! Beñ war-lerc’h neu’n oa refus(et) kemer amann ga hi ah(e) gis-s(e), ‘h ee-hi d’ar, wa’r marc’had ba Kareis
Ah ya
Ha ah(e) gis-s(e) zo tud ha’ na bet gwel(e)t ‘nehi kreisk-ha dow jañdarm
Apala
Ya
Troet fall
An dra-he pa làer(e)zh ! Ha hou(zh) neus bet, bi neus-hi viss papred heñ ! Ah ya
– Ya, an dra-he oa un tamm escroquerie
Ya ! An dra-he, med ‘n dra-h(e) so ba’r gwad heñ !
Làer ! Làer !
‘N dra-h(e) so ba’r gwad, e(rr)o é-hi pemp pla ha pêr-u(ge)nt (? ‘vid brem(añ) ?), med houzh, houzh, keid-ha vo bew, houzh…
– Viss-fall, matre’n ?
Viss-fall, viss-an-diowl !
Mechan !
– Ya
Mechan eo
Mechan, ya.
– Ya, pet(r)a zo voien d’ôr doc’h ur plac’h ar mod-se in brezhoneg, pet(r)a vis(e) lar(e)t ?
Mechan ha, viss-fall ! Viss-fall, ha…
– Ur ge(g)en matre’n ?
Pet(r)a ?
– Ur ge(g)en ?
Ur gegen ?
– Ya !
Ur gegen, c’est un geaie ?
– Ya !
Ur gegen, be meus bet klêt kaos, houzh so, houzh so ur gegen
– Ya
Be meus bet klêt, ya. Un pisse-vinaigre, hein, par exemple. Heiiin ! Jamais contente pe
– Imor vall papred kwa
Ya, imor vall, ya
– Ur blei vé lar(e)t ‘e ?
Ur blei ! Ur blei, ya
Un diowl !
Un diowl, hezh so un diowl, ya
Oui
Of ! Nom zo ba ur gêr trist am(añ) gi-m(añ) hañ. Pugur dec’h, war-greis an de, gleèn ar gowenn, ba’n nec’h, ba le[c’h], ba lost mé, b(a)-lec’h (e)ma mé cabanon ah(e)
– Ya
Oan ba ah(e) gis-s(e) ha oa braw ‘n amzer dec’h
Ya
Ha gleèn ar gowenn war-greis an de !
Ah ya
Holala, amañ é, me lar, am(añ) (e)ma trist ar jeu kar rar é kle(ed) ar gowenn (a-)greis an de !
Ah ya
– Lod lar : « ar gowenn gozh neus riw d’hi dreid »
Ah ya
– Memes, ma zad lar an dra-s(e) in galleg, pé vé klêt ar gowenn ba-kreis an de : « Ah la vieille chouette a froid à ses pieds »
Ah ! Kaoseo ‘ra-heñw un tamm brezhoneg ‘e, ho tad ?
– Ma zad ? Ra ket-heñw, ra ket
Ah nañ-nañ-nann ? Nañ-nann
– Bah, me meus disket mé-hun’ heñ !
Ah ya
– Med doc’h, ar gowenn, an dra-he oa, oa sin, sin-marw gwech-ell. Vis(e) gwraet lapouss-an-Ankou doc’h…
Ya, lapouss-an-Ankou, ya
– Ya
Ya-ya, lapouss-an-Ankou
– Ha lod-ell…
Ha be meus bet klêt ‘n dud ‘h lar(ed) : « Oh ! ‘N dra-h(e) so sin na, ‘vel quoi zo un dèn ha’ zo ‘hond da, ‘hond da varw
Ya
– Ha lod lar « an toud » ?
An toud, ya, ya. Ya, ur bern tud lar an toud : « Klee(t) meus an toud » ya
– Ya
Comment tu dis à Fanny, quand elle était petite ?
Pé ‘h een da labour(a)d war, war hent Mael-Kareis, war-lerc’h ar lycée ah(e) ha basseèmp ba di-règ ti ar persep(t)er, ‘benn basseèmp di, ti ar persep(t)er, me larè dé Fanny : ya, « Klê(d) (a) ran tr[ous] » feñ vïe, vïe traduis(añ) en brezhoneg kwa : « Klê(d) (a) ran mouezh ar persepter hucha(l), huch(al)… » Ar persep(t)er larè : « Des sous ! » Pé vïemp ‘hond (he)biou kwa !
Ça c’est le cri
– Pe-sort mod peus lar(e)t in brezh[oneg] ?
Ar persep(t)er
– Ar persep(t)er ? An dra-s(e) ma ket bet klêt biskoazh
Ah nann ?
– Nann
Persep(t)er, le percepteur quoi
Paotr an tailhou !
– Ya, paotr an tailhou, ya
Ah ya ?
– Petram, lod ree « morzhol an Ankou » doc’h ar, doc’h le capricorne, pé vé klêt ar c’haprikorn ba’r soliou
Ba’r soliou ?
Ya
Ah ya ? Oh ‘benn vé klêt ar c’haprikorn ba’r soliou ‘benn-neu’n zo sin fall heñ
Ah ya, ah ya-ya
Ah ya, ‘benn neu’n…
An doenn ne bado ket pell !
Ah ya, ar soliou ha neu’n, holala ya, ‘benn-neu’n é e(rr)o trist ar jeu. Ya. Hend-ell, e beñ, doc’h pet(r)a gaosein c’hoazh ?
– Doc’h an teus, matre’n ?
An teus ?
– An dra-he vis(e) gwraet doc’h « le fantôme »
Ah ? Meus ket bet klêt kaos doc’h an teus
– Pe, ba Motre meus klêt lar(e)d « un eksperiañs »
Ah ya ! Gwel(et) meu[s], ya ! « Gwel(et) meus un eksperiañs » ya !
– Ya
Larè an dud, ya, gwech-ell, ya. Med ouïon ket pet(r)a sinifïa an dra-he. Ya, un esperañs, oh ya